Ur maer a vo e Molenez !
Disul e oa bet dalc'het dilennadegoù ti-kêr e Molenez. Daou viz war-lec'h an dilennadegoù e peurrest Frañs. Rak poan o deus bet annezidi ar gumun da sevel ul listenn. Agathe Seite, a zo a orin eus an enezenn, he doa bodet an dud a-volontez-vat e Molenez evit ma vefe savet ul listenn. Benn ar fin eo bet dilennet al listenn nemeti disul neuze, ul listenn gant 11 anv, kaset gant Bruno Corolleur. Hir e oa bet an hent evit sevel ur skipailh...
Agathe Seite a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. 'Benn digwener e vo dalc'het kuzul-kêr kentañ ar skipailh nevez dilennet e Molenez.